Kedez Veurzh
Nevezamzer e Breizh da 14e46 Amzer Hollvedel (20.03.2026)
Koulz eus ar bloaz ma vez keit padelezh an deiz ha hini an noz, pa dremen an heol a-us ar c'heheder.
#bzhg
📷Beaj an-dro d'an Heol
M10 pe NGC 6254 (druilhad boulek)
Dizoloet gant Charles Messier e 1764
Pellder : ~ 14 300 a vloavezhioù-gouloù diouzhimp e steredeg an Naeretaer
Meurez manat : 6,6
#bzhg#steredoniezh
📷@HUBBLE_space G. Piotto, Gladys Kober
NGC 4535 (stergoumoulenn droellennek barrennet)
Dizoloet gant William Herschel e 1785
Rummad : SAB C
Pellder : 52,2 milion a vloavezhioù-gouloù diouzhimp e steredeg ar Werc'hez
Meurez manat : 9,8
#bzhg#steredoniezh
📷@ESO
Lagad ar C'hazh pe NGC 6543
Dizoloet gant William Herschel e 1786
Pellder : ∼3 600 a vloavezhioù-gouloù diouzhimp e steredeg an Dragon
Meurez manat : 8,8
#bzhg#steredoniezh@HUBBLE_space@chandraxray Rudy Pohl (gouloù gwelus hag isruz kemmesket)
Fiñv a-wel ar stered, 🇳🇿Zeland-Nevez
Al luc'hskeudenn-mañ a ziskouez fiñv a-wel ar stered en-dro d'ar Sterenn (Polaris)
#bzhg#steredoniezh
📷@paulwilsonimage
Pan, adplanedenn Sadorn
Dizoloet gant M. R. Showalter e 1990 (dre zielfenniñ luc'hskeudennoù Voyager 2)
Treuzkiz : 34,4 × 31,4 × 20,8 km
Pellder etre Sadorn-Pan : 133 584 km
Meurez manat : 19,4 (en he skedusañ)
#bzhg#steredoniezh
📷@CassiniSaturn@kevinmgill
Liestueg ar goañv
E pad ar goañv e c'heller niveriñ seizh steredenn en oabl (Polydeükes, Kastor, Kapella, Aldebaran, Rigel, Sirius ha Prokyon) e-kostezioù Orion.
Patrom ul liestueg zo treset ganto : Liestueg ar goañv a vez graet anezhañ e brezhoneg.
#bzhg#steredoniezh
NGC 6814 (stergoumoulenn droellennek)
Dizoloet gant William Herschel e 1788
Rummad : Sbc D ~
Pellder : 75 milion a vloavezhioù-gouloù diouzhimp e steredeg an Erer
Meurez manat : 11,2
#bzhg#steredoniezh
📷@NASAHubble
Hanterloar an digresk (pe diskarloar) da 15e48 Amzer
Hollvedel (10.01.2026)
Pellder Douar-Loar : 399 239 km
Treuzkiz manat : 29'55''
#bzhg#steredoniezh